Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

  le blog de Jean Luc Roudaut

le blog de Jean Luc Roudaut

Chanteur pour enfants qui séduit aussi les grands. Possède une énergie débordante en concert et invite souvent les enfants sur scène


1er enregistrement pour les enfants de Diwan

Publié par Gaëlle et MK sur 21 Mars 2007, 15:54pm

Catégories : #CD DIWAN

Er c’hlas eman bugale skolioù DIWAN Landerne ha Plabenneg o pleustrin gant Jean-luc ROUDAUT. Testennoù a anavezont mat peogwir int bet skrivet ganto. Jean-Luc en deus savet ar sonerez. Asambles emaint o fardan un albom a zeuio er-maez e-penn kentan miz Gouere. Evel boaz gant Jean-Luc e vo sonerez levezonet gant ar reggae met ivez ar rap, ar sonioù a-hiziv. Un doare eo da ziskouez eo ar brezhoneg ur yezh digor az a war-raok.

Plijet eo ar vugale  gant ar raktres ha laouen e vint da ginnig deoc’h o c’hanaouennoù war al leurenn e Plabenneg d’ar 1an a viz Gouere 2007.

 

Hiziv, d’an 21 a viz meurzh 2007, eo deuet Lila, Jakez, Elien ha Guénola e studio Jean-Luc evit enrollan div ganaouenn. Pegen fromus eo !

Le projet Diwan se poursuit. Aujourd'hui mercredi 21 mars, quatre enfants de l'école Diwan Plabennec, Lila, Jakez, Elien et Guénola, sont venus enregistrer au studio, deux textes qu'ils ont écrit avec leurs copains. Pas facile d'être soliste, de chanter devant un micro, mais tellement enrichissant !

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article
C
D'ar meurzh 3 ha d'ar merc'her 4 a viz Ebrel ez eo bet kroget al labour enrollañ gant bugale skol Diwan LANDERNE. Ur sapre labour, me lâr deoc'h ! O sellet ouzh "star ac", ne seblant ket diaes kanañ brav; n'eo ket gwir 'vat ! Talvoudus-kenañ eo war an dachenn bedagogel: chom aketus, selaou ar sonerezh ha kanañ war ar memes ritm, kanañ gant an tokarn war an divskouarn, klask kompren an doare mont en-dro , ... Hag ur gentel binvidik ez eo asantiñ ez eus bugale a zo barrekoc'h eget lod all. Strivoù a zo bet gant an holl, ha brav e vo an disoc'h, me gav din.<br /> Anne, skolaerez
Répondre

Archives

Nous sommes sociaux !

Articles récents